TI-SAVOUR ARBENIKAET EN EKOLOGIEZH E Sizun, Menez Arre, Penn-ar-Bed
Krouiñ a ra ajañs Leila Henry raktresoù evit tiez hag ekipmantoù ekologel. Ar rakretresoù a zo savet gant dañvezhioù a orin bio, doujus eus an endro ha padus. Gellout a reont bezañ krouet eus a netra kement a renevezhet adalek savadurioù e plas a-raok ar raktres. En ur vezañ emkiant eus dalc’hoù an endro, diorroet e vez gant an ajañs un arkitektouriezh organek ha tost eus an natur. An hentenn lakaet e plas dibaoe bloavezhioù bremañ, a zo sturiet gant implijout linennoù ha volumoù glan e keit an empennañ, kement a bezañ aketus war ar munudoù evit krouiñ un hollad a unvouezh gant endro ar raktresoù.
Skiant-prennet war tachennoù disheñvel a zo gant arkitektourezed an ajañs, dezhi da gemer e kont an holl titouroù da sevel pep raktres. An doareoù bevañ a zo pouezus eviti kement a realded tachenn ar stern.
Arkitektouriezh ha mestroniezh al labourioù
Labourat a ra an ajañs gant ur bern oberourien disheñvel evel burevioù studi termek, heverennoù… kement ag artizaned hag embregerezhioù arbenikaet e-pad al labourioù. O varegezhioù a zo talvoudekaet evit pep raktres.
Pep raktres a zo kaset da benn betek penn en ur teurel evezh eus pep budjed. Evit en ober e vez kemeret divizoù sklaer ha resis da bep prantad. Koulzad ar raktresoù a c’hell cheñch : gellout a reont mont betek ar goulenn aotre sevel (demande de permis de construire) pe echuiñ ur wech graet al labourioù.