Div ti-savourez a-vicher a gas da benn ho raktresoù.
Leïla Henry a zo ti-savourez dibaoe 1999. Tremenet he deus he ziplom e Skol ti-savouriezh Breizh war lerc’h bezañ bet graet un nebeut bloavezhioù e ENSA Paris Belleville. Labouret he deus e-barzh un nebeut ajañsoù disheñvel, a-raok digeriñ e hini e 2008. A-drugarez d’he skiant-prenet micherel, sevel a ra Leïla Henry raktresoù publik ha prevez disheñvel, a c’hell bezañ braz kement ha bihan. Kemer a ra perzh e kevredigezhioù a zifenn ar glad hag a lak war-wel ar sevel-tiez ekologel. Ar vestroniañ al labourioù a zo kiniget ganti a zo troet war ar fed implijout dañvezhioù lec’hel. Gounezet he deus priz ispisial ar c’henskrivadeg “Utopia ha realded 2000” en ur respont gant un raktres HQE, “a galite uhel evit an endro”. Kenderc’hel a ra d’en em stummañ Leïla Henry war ar reolennoù nevez e-keñver an ekipmantoù publik, al lezennoù thermek… Kelenn a ra Leïla Henry dibaoe 2020, pouezhus eo eviti ar fed mont e darempred gant an dud hag eskemm ganto.
Olwen Gilbert a zo kenlabourerez Leïla Henry en ajañs. Diplomet eo dibaoe 2020 eus Skol ti-savouriezh Breizh. He c’hizidigezh ekologel a zo posupl gwelet gant he memor “Plas ar gwiennoù organek er Saverezh”. Skiant-prenet he deus gounezet en ur dremen ur vloavezh e Prague, ur sell disheñvel he deus bremañ war an arkitektouriezh. An eskemm hag an darempredoù a zo e mesk he labour. Kemeret he deus perzh da skouer en ur gevredigezh evit ledañ ha kizidikaat an dud n’int ket arbenikaet, war an arkitekoutiezh.
Evit sevel ho koulenn, pellgargit, leuniañ ha kas deomp fichenn programm ar mestr a levrioù.